An divskouarn o nijal  
  Deomp dezhi !  
  Pop skeud  
  Tal ar c'hafe  
  Trouz er gêr  
  Tud eus ar vro  
  'Vimp ket gwerzhet  
  Keleier ar vro  
     
  Rock, blues, reggae...  
     
 
   
Degemer > Abadennoù > Tal ar c'hafe

TAL AR C'HAFE Podcast

 
Kafe, te, chokolad, chuk frouezh, pe me oar-me petra c'hoazh... ouzhpenn boued korf zo ezhomm da gaout evit kregiñ mat gant an devezh. Abadenn kentañ an deiz eo Tal ar C'hafe. Kaset e vez da benn gant Gael Morin, bemdez eus al Lun d'ar Gwener, etre 7e30 ha 9e30.

Reportajoù graet war an dachenn e bro Gerne, kronikoù kinniget gant tud ampart, atersadennoù gant bugale er skolioù, pennadoù-kaoz disheñvel bemdez gant tud eus ar vro, levrioù, sonerezh, sinema, gouelioù, stajoù pe kinnigoù-labour... boued fonnus ha liesseurt a vez degaset gant ar skipailh.

Lusk a vez roet d'an abadenn ivez gant ar flash keleier "Keleier Ar Vro" fardet gant kazetennerien ar radioioù er rouedad (Arvorig FM, RKB, RBG ha Radio Kerne).

Evit echuiñ e vo lâret ur ger ivez war al labour graet gant Gael Hélary evit dibab sonerezh Radio Kerne: ur programm a-feson a vez adkavet e-barzh an holl abadennoù.

  Kinniget gant  
  Gael Morin  
  Produet gant  
  Radio Kerne  
  Horaires  
  Eus al Lun d'ar Gwener da 7e30 betek 9e30  
     

 

 

     
     
     
     
  Playlist
Selaouit war-eeun
Dielloù
Podcastoù
 
     
     
 

Piv omp-ni?
Ar skipailh
Ar gevredigezh
Skoazellourien
Liammoù

 
 
  Lec'hienn savet gant sikour Antourtan.org
 
     
 
Degemer // Krec'h // Pajenn a-raok // Liammoù // Skrivit dimp
Radio Kerne Ti an Dourigoù 57 straed Laenneg 29710 Ploneiz // 02 98 91 05 00
© www.radiokerne.com • 2005-2011
Pep gwir miret strizh Menegoù hervez lezenn
       
 
Bruderezh