
AN DIVSKOUARN
O NIJAL
Mont pelloc'h gant ar c'heleier,
testeniañ eus buhez pemdeziek
ar vro hag an dud.

Setu aze pal an abadenn-mañ
a vez skignet eus al lun d'ar gwener
da 12e05 ha da 18e00. Adskignet e
vez div eus ar pemp abadenn sizhuniek
d'ar sadorn da 12 eur ha da 18 eur.
Gouel an Erer Kozh, manifestadeg
labourerien-douar bio, stummadur ar
vartoloded, an dilennadegoù,
beajoù ar Vretoned
zo
e-barzh an Divskouarn o nijal
kinniget gant Lou
Millour, Gael
Morin, Solenn
Georgeault pe Herve ar Beg,
Erwan Blanchard (eus Arvorig
FM).
|
 |

|