 DEOMP
DEZHI!Ac'hanta bugale! Evidoc'h eo an abadenn-mañ (ar re vras
a c'hell selaou anezhi ivez. Ni a oar eo chomet un ene bugel gant ar pep brasañ
deusoutoc'h
).
Bep merc'her ha bep sadorn da 13
eur ha da 19 eur e vez kinniget deoc'h,
gant Lou
ha Solenn,
klevet bugale ha krennarded o kontañ
o buhez er skol, en diavaez eus ar
skol, gant o familh, o mignoned, o
loened hag all

Ur gontadenn a vez dibunet evidoc'h.
Ur farsadenn nevez a vez bep sizhun
hag ur c'hoari da c'hounit profoù
zoken (d'ar merc'her e-barzh abadenn
13 eur hepken).
Un hanter eurvezh a brogrammoù
evit ar re yaouank ha graet gant ar
re yaouank eo Deomp dezhi!.
Deoc'h eo an abadenn: skrivit pe pellgomzit
deomp m'ho peus kinnigoù, evezhiadennoù,
gourc'hemennoù (dreist-holl)
d'ober.

|