 TROUZ
ER GÊRAbadenn aozet , produet ha kaset da benn gant Arvorig
FM ha skignet gant Radio Kerne eus al lun d'ar gwener etre 16e30 ha 18e00.
Mont da brezeg gant ur boutaouer
kozh, dizoloiñ ur c'hastell,
gouzout muioc'h war ar brezel en Irak,
kompren aesoc'h buhez, plijadur ha
diaesteroù an dud a zisav istri,
saout, moc'h, kezeg
, kas ur
veaj -dre ar spered hag ar c'homzoù-
er Vietnam: pennadoù-kaoz ha
reportajoù da zizoloiñ
ar vro hag ar bed, hag a dalvez ar
boan bezañ displeget en un
abadenn a ro amzer da vont betek penn
ar sujed, gwelloc'h evit en ur gronikenn
pe ur reportaj berr. Pep sujed a red
war pemp devezh ar sizhun.

Anavezout a rit tud a vefe
gouest, petramant e vefec'h-c'hwi kontant da gemer perzh en abadenn-mañ?
Na chomit ket da dortal, deuit e darempred ganeomp! |  |

|