 'VIMP
KET GWERZHET
Bemdez etre 10e30 ha 12e00 e vezit
degemeret gant Lou
Millour: Plijadur he dez kalz
met ne bad morse pell a-walc'h an
abadenn bemdeziek 'soñj dezhi.
Peogwir emaoc'h o lenn ar pennad e brezhoneg, ne dalv ket ar boan
treiñ deoc'h an titl e galleg, trawalc'h eo displegañ ma sinifi
"arabat kontañ gevier deomp, arabat soñjal omp tud sot".
Aze e c'hellit muzuliañ ar garantez he deus Lou evidoc'h, selaouerien
gaer
Bemdez neuze, un tammig eus tout:
reportajoù, kronikoù,
profoù da c'hounit ha dreist-holl
sonerezh a-feson
Torr-penn e
c'hell bezañ a-wechoù
klevet ur ganaouenn pe un ton, kavout
se brav ha chom hep gouzout petra
'oa: arabat ober biloù, Lou
ne c'hell ket chom pell hep brudañ
hec'h arzourien muiañ karet.
Ma n'ho peus ket bet tro da dañva
'Vimp ket gwerzhet evit
poent, kit asambles gant Lou
ur wech bennaket!
Kenweturiañ
|