|
ER STALIOÙ
(DIELLOÙ)
Miz Mae 2010
Oktopus Kafé Ar Vro Didu
Ar miz-mañ e kinnigomp deoc’h dizoleiñ ur bladenn nevez savet gant ar strollad Oktopus Kafe: Ar Vro Didu. Jean Floch (boest an diaoul), Pierrick Tardivel (gitar boud), Alain Léon(gitar), Ifig Flatrès (kan) a zo muzisianed ampart hag anavezet mat ba bed sonerezh Vreizh. Al lod vrasañ eus ar pozioù zo bet skrivet gant Per-Jakez Heliaz. Barzhonegoù divyezek, kanaouennoù "réalistes" gavoc'h war bladenn an Oktopus divoutin-se.
Miz Ebrel 2010
Darhaou
An Deirvet
Setu digouezhet an deirvet pladenn savet gant Darhaou. Tout an dud a oar bremañ piv eo ar strollad. Memestra ez eus traoù nevez da ziskouez er bladenn ziwezhañ: Mouezhioù zo, da gentañ gant Christophe Le Menn evit al lodenn vrasañ deus an tonioù ha pedet eo bet ivez Jean-Pierre Quéré. Dek ton a blijo sur a-walc’h da zivskouarn an dud, swing zo atav gant ar plinn, ar gavotenn ,ar rondou. Da selaou ivez: ur vals vrav « Alixir ». Kerzhit buan da selaou "An Deirvet" , ur bladenn a zo dija ur bladenn a- bouez.
Miz C'hwevrer 2010
Izhpenn 12
Kreizh Breizh Akademi
Goude "Norkst", e teu pladenn eil strollad ar C'hreiz Breizh Akademi "Izhpenn 12". 12 soner etre 20 ha 30 vloaz o doa labouret diwar-benn sonerezh Breizh Izel diouzh ar reolenn sonerezh mozhel (modale) ha ganti digoret o awen war sonerezh diaz ar C'hreizhdouar hag ar Reter-kreiz; Binvioù "kizidik"a ya da genaozañ al laz-seniñ-se, kerdin piñset, kerdin frotet, fleütoù,binvioù sko, ... 9 zon a laka ac'hanomp da veajiñ, tonioù a-boz ha tonioù da-zansal hengounel kenpennet a-nevez.
Miz Kerzu 2009
Erwan Hamon Janick Martin
Sous Le Tilleul
Unnek vloaz goude « la Viollette » sed aze ar bladenn nevez savet gant Erwan Hamon(Bombard,Fleüt) ha Janick Martin(Akordeoñs Daoudonek). Trizek ton nevez zo bet savet ganto evit plijadur hon divskouarn. Selaouomp Ricardo Tesi (Paotr an akordeoñs brudet tre) diwar- benn ar bladenn « Sous le tilleul » : « …an daou-se o deus desket ha komprenet mat tre petra e oa spered ar sonerezh hengounel , abalamour d’an dra se o deus gellet krouiñ ur sonerezh a-vremañ nevez , gant startijenn .Ur bladenn leun ha tonioù divoutin savet ha c’hoariet brav »
Miz Du 2009
Louis-Jacques Suignard& Yann Guirrec Le barz Tcha Tcha Douarnenez
13 kanaouenn nevez savet en ur yezh a-vremañ, flour ha skañv, barrek da gas ac'hanoc'h da zañsal, kanañ ha nijal war douaroù divent ar fent hag ar from, ar c'halon hag ar reson.
Tcha-tcha-tcha !
Miz Here 2009
Alan Stivell Emerald
Sed aze ar bladenn nevez savet gant Alan Stivell: Emerald. Abalamour eo deiz-ha-bloaz e bladenn gentañ : "Reflets". Marteze ho peus bet tro da selaou war gwagennoù Radio Kerne un ton tennet eusouti: "Brittany's - Ar Bleizi Mor" kanet asambles gant Dom Duff : un ton lusket a raio berz emichañs. Daouzek ton all gant livioù disheñvel tre zo da zizoleiñ evit ho plijadur.
Miz Gwengolo 2009
Julien Vrigneau Carnet de Croquis
Ar miz-mañ e kinnigan deoc'h da zijoloiñ un arzour (Bombard, Whistles, Saxos, Treujenn-gaol, Gitar bout, Gitar, Samploù) a zo deuet a benn da veskañ brav sonerezh hengounel Breizh ha jazz (ne dalv ket swing).
62 vunuten a sonerezh elektro-akoustek, tekno, onerek. M 'o peus c'hoant da c'houzout muioc'h:
http://www.myspace.com/julienvrigneau
Miz Eost 2009
Bagad Cap Caval Ololé
War-lec'h ur bloavezh dispar e kas da benn Bagad Cap Caval ar pladennoù-mañ. Kampion Breizh ar bagadoù, kampion ar bed ar Pipe Bands e grade 2...
Kavet 'vo ganeoc'h er voest-mañ mareoù gwellañ ar strollad hag an heuliadoù o deus kaset ar bagad ken uhel-se !
Nerzh ar Vigouterien a bed ac'hanoc'h da veajiñ etre Breizh ha Bro Skos.
Miz Gouere 2009
Myrdhin
D'île en île. Setu an album nevez savet gant Myrdhin , telennour ampart kenañ. Ur sonerezh a gaso deoc’h sonjoù plijus ha sioul evel un huñvre. Savet en deus tonioù disheñvel gant e delenn evit pep enezen a blij dezhañ. Ur bladenn evit beajiñ etre enezen Skye pe Kern Arzur hag ivez e bro Japan war enezen Tsushima
Miz Even 2009
Tiùin
Ar miz-mañ e kinnigomp deoc’h dizoleiñ ur bladenn nevez savet gant ar strollad Tiùin (Ti-Ou-Ine evit distagañ mat). Ur sonerezh dispar evit ho tivskouarn , ya met peseurt meskaj eo ? Ma lavaran deoc’h eo Shane Lestideau (Australia) a gan hag a son violoñs, Jerome Vacquet (Breizh) a son Bodhran hag Philippe Lamezec a son gitar ha fleüt, e sonjoc’h eo sur a-walc’h a liv geltiek . Respont a rin deoc’h gwir eo , met moarvat e vo tu deoc’h kaout liviou disheñvel mik ganto : Klezmer, broiou ar reter hag un nebeut jazz pe sonerezh savet war ar prim hep disoñjal ar swing….
Miz Mae 2009
Pascal Lamour-Avais-je rêvé ?
Tregont vloaz goude ma oa aet ar maout gantañ evit « kan ar Bobl », sed aze navvet pladenn savet gant Pascal Lamour « Avais-je Rêvé ? “. Ur meskaj dibar etre sonerezh elektro, tonioù hengounel kozh a lak ac’hanomp da hunvreal gant ur sonerezh a –vremañ. Kanerien ha sonerien eus Breizh zo bet pedet : Nolwen Korbell, Louise Ebrel, André le Meut, Bagad Locoal Mendon. Evit achuiñ selaouomp ar pezh a soñj Paskal Lamour diwar-benn an hengoun :
« An hengoun n’ eo ket stanket e hent gantañ.Ur mont-ha-dont didermen etre dec’h ha hiziv »
Miz Ebrel 2009
Bernez Tangi-Lapous An Tan
Sed aze ar bladenn nevez embannet gant Bernez Tangi « Labous an tan »
Tonioù kozh adsavet a vo kavet ennañ evel « Gwerz Marv Jorj Jackson »
a zo aet da vezañ ur wir werzh « Plac’h Landelo » zo bet gwisket gant ur dilhad nevez: ar gitar ‘neus kemeret plas ar biniou. Lakaet eo bet ivez war ar bladenn-mañ stumm orin « Plac’h ar gwele-kloz »(kanet gant Nolwenn Korbell war he fladenn ziwezhañ ).
Evit an tonioù nevez ez eus kalz livioù disheñvel: “Soubenn ar brulu” un huñvre pe ur gwalhuñvre , “Lapous an tan “" an den hag a red” a zo kentoc’h tonioù rock gant startijenn.
Bremañ deoc’h c’hwi da zizoloeiñ anezhañ evit ho plijadur emichañs
Miz Meurzh 2009
:Wipidoup-L'opium Du Danseur
Kinniget e vo deoc’h ar miz-mañ dizoleiñ ur bladenn gentañ. Emaoc’h o sonjal marteze eo ur bladenn nevez savet gant deraouidi… Pa lavarin deoc’h piv eo Wipidoup, c’hwi a cheñcho ho soñj: o kanañ Gildas le Buhé,evit boest an diaol Régis Huiban ha gant ar vamm-gozh(gourebet) Pierrig Tardivel. Sed aze petra eo gwir opium an dañserien.
Miz C'hwevrer 2009
Pennoù
Skoulm-Trinkañ
Pemzek
bloavezh goude, sed aze ar bladenn nevez savet gant ar Pennoù Skoulm.
Ar strollad-mañ a zo anvet mat evit bezañ bet ur c'hroazhent etre
strolladoù brudet all (Kornog,Gwerz), a glaske sevel ur sonerezh
disheñvel da zañsal ha da selaou ivez. Ar sonerien-se zo brudet
mat, anvet mat evit o barregezh (Jacky Molard, Jean-Michel Veillon,
Christian Lemaitre, Roland le Bars ha Nicolas Quemener). Er Bladenn-mañ
vo kavet startijenn evit an toniou da zañsal, melkoni evit ar re
all... ur sapre meskaj evit hon divskouarn!
Miz
Genver 2009
Squisse
Ar
miz-mań, e kinnigomp deoch pladenn
nevez ar stollad «Esquisse»: Les trois
rives. Eus Naoned int, hag abaoe 1999
int brudet e-giz sonerien festoł-noz
(T. Badeau, G. Hervé, F. Badeau ha
P. Le Normand), hag evit o chonsertoł
ivez. Daou liv zo war o zonioł, hini
Breizh, hag hini Kuba gant Olivier
Congar, un den dispar war ar binviji
sko eus Afrika ha Kuba. Deuet int
a-benn da grouiń un aergelch a sonerezh
plijus
Miz
Kerzu 2008
Les
Nouvelles Vagues Celtiques
19
arzour zo bet pedet evit sevel ar
bladenn-mañ. Un nebeut anezho a grog
da vezañ anavezet mat: Plantec, les
Ramoneurs de Menhirs, Karma. Evit
ar re all, liviou kalz disheñvel a
zo: Rock prog gant Tornaod (ha memes
un tamm metal), sonerezh hengounel
da zañsal (Startijenn), hag hip hop
(Iwan B), Jazz a-vremañ (Jerry Cornic).
Sed aze ar pezh vo kinniget deoc’h
dizoleiñ. Marteze ur mennoz mat evit
ur prof Nedeleg.
Miz
Du 2008
Koñsert
2
"Końsert 2" a zo bet enrollet war al
leurenn e-giz ar bladenn gentań. Mard
oc'h bet plijet gantań e voc'h plijet
c'hoazh ha marteze muioc'h . E-barzh
ar bladenn-mań po tro da zijoleiń
13 ton, 8 anezho zo bet savet gant
Armel An Hejer. Livioł a bep seurt
vo tu da glevet: Ur vals "musette" krouet gant paotr bouest an diaoul,
Joseph Colombo (cur vagabond). 3 c'hanaouenn
e galleg: le soleil de ma vie, les
voyageurs, hag an ton brudet mat savet
diwar ar standard jazz whispering
"ah ! si j' avais un franc cinquante". Kanaouennoł hengounel e brezhoneg
gant ur blaz nevez. Ar gitarour Bernard
Bizien n'eo ket kollet e swing gantań,
ar soner fleut Malo Carvou a gas ac'hanomp
da nijal, hag ar c'haner Armel An
Hejer a ginnig deomp un doare all
da ganań e brezhoneg. Mersi bras dezho
!
Miz Here 2008
Logodennig
N'eo
ket ur bladenn a vo kinniget deoc'h
ar miz-mañ; div a zo er c'houfrig
cd ha marteze n'eo ket trawalc'h evit
diskouez al labour vras zo bet graet
gant Kristen Nogues (Telennourez,
sonaozourez aet d'an anaon er bloavezh
2007). Tonioù anavezet ha tonioù
n'int ket bet enrollet a-raok a zo
prest da lakaat ho spered da hunvreal.
Ur bladenn gaer evit enoriñ
"al logodennig".
Miz Gwengolo 2008
Piano
Ha Bombard
Ar
miz man e kinnigomp deoc'h
sonerezh a vesk binviji sonerezh na
vezont ket klevet asambles alies:
piano ha bombard. Krouet ha skrivet
eo bet an tonioù gant Germain
Desbonnet, ur mailh war an ograoù
ha war ar piano, aet da anaon re yaouank
e 2005, ha gant Gregory Al Lan talabarder
dibar anezhan. Ur souezh eo penaos
eo bet ijinet ganto ur mod nevez da
c'hoari asambles. Da c'hortoz arzourien
all o vont d'o heul.
Miz Eost 2008
Bothua-Guingot-Plijadur
Jorj
Bothua (bombard), Pascal Guingot (binioù
bras), Philippe Quillay (binioù
kozh) ha Pascal Marsault (ograoù)
a ginnig deomp ur bladenn e-lec'h
m'emañ an hengoun kemesket
gant kened en un henson dibar... Anat
eo e teu an ijin eus "Bro Gwened"
gant un dastumad tonioù bale, endro, laride... eus ar c'hentañ
tout. "Plijadur", ur bladenn
evit ar re a oar petra eo ar sonerezh
hengounel.
Miz
Even 2008
Red
Cardell-Banquet de cristal
Ar
boaz eo kinnig ur prof d'an hini a
lid e zeiz-ha-bloaz. Ar c'hontrol
eo amañ: evit e bemzekvet deiz-ha-bloaz
e prof deomp Red Cardell (Jean-Pierre
Riou, Jean-Michel Moal ha Manu Mesko)
pemzek kanaouenn. Goulennet o deus
gant mignoned dezhe, Gérard
Blanchard, Thomas Fersen, Miossec,
Dan ar Braz, Louise Ebrel , Farid
Aït Siameur, Bagad Kerne, ar
vreudeur Guichen, Ronan le Bars...
dibab pep a ganaouenn en o repertoar
evit kempenn anezhe e-giz e faote
dezhe. Kaer ha liesseurt eo an disoc'h...
Miz
Mae 2008
Annie
Ebrel-Roudennoù
War
he fladenn nevez emañ Annie
Ebrel asambles gant ur strollad dic'hortoz
a sonerien vrudet ha barrek kenañ:
Pierrick Hardy (gitar), Olivier Ker
Ourio (armonika) ha Bijan Chemirani
( binviou stekiñ). Kinnig a
reont deomp kanaouennoù hengounel
dibabet kaer ha mesket gant jazz:
setu un dastumad heson a ra deomp
hunvreal.
Miz
Ebrel 2008
Roland Becker-Kanoù en Noz
10vet
maen-korn oberenn sonet Roland Becker
"Kanoù en noz", "Chants
dans la nuit" zo ur meskaj a-feson
etre sonerezhioù hengounel
Breizh, ar jazz hag an tonioù
elektronek. War ar roll: luskoù
saouzanus, nijadennoù ul laz-seniñ,
samploù kanerezed deus ar vro
bet enrollet bloavezhioù zo
(ar c'hoarezed Goadec e Kan Deu),
hep disoñjal ar bombardoù,
ar violoñs, an delenn, an ograoù
Hammond... Da zizoloiñ buan
!
Miz Meurzh 2008
Filifala-Vorona
Ar
miz-mañ e kinnigomp deoc'h
selaou ur bladenn nevez savet gant
ar strollad Filifala: Vorona. Gwriziennoù
ar strollad-se a zo er Su hag ivez
tost ouzh harzhoù Breizh e
Redon, Angers , Naoned... gant un
droiad betek Enez ar Reunion evit
brasañ plijadur ar sonerezh.
Mennegomp izili ar strollad: Roland
Brou (kaner), Dina Rokotomanga (gitar-bout,
kaner), Yannig Noguet (akordeos),
Roland Conq (gitar), Jean-Pierre Andrieux
(violoñs). Dañsoù
a-bep seurt 'vo kinniget gante...
Plijadur deoc'h forzh pegement!
Miz Genver-C'hwevrer 2008
Ozan Trio-Koñsert
C'hoant
da gregiñ e-barzh 2008 gant
ur bladenn sebezus ha brav war an
dro ? Selaouit ouzh ar bladenn Koñsert
gant ar strollad Ozan Trio : ur c'haner,
Armel an Hejer, ha daou soner a-feson
: Malo Carvou (flut a-dreuz) ha Bernez
Bizien (gitar). Ar c'hanaouennoù
a deu eus hengoun don Kreiz-Breizh.
Kanet eo gant kalz trivliadoù,
gant emprestoù soutil a-wechoù
da sonerezh Kreiz-Europa. Dibarelezh
ar sonerezh hag ar c'hanaouennoù
mesket ganti a ginnig ur bladenn blijus-tre
da selaou. Un eil bladenn a deuio
er maez diwezhatoc'h e-kerz ar bloaz.
Miz Kerzu 2007
L'écornifleur
- François Pernel
Evit
mont war hor pouezig betek fin ar
bloaz e aliomp deoc'h selaou François
Pernel hag e delennoù. Gouestlet
en deus François Pernel e vuhez
d'ar sonerezh ha d'an delenn. Moaien
'zo da selaou anezhañ war pladennoù
ar strollad Seven Reizh, tomm ouzh
kalon ar Gemperiz. Ouzhpenn seniñ
en un doare plijus -a wechoù
e-unan, a wechoù gant sonerien
all- en deus François Pernel
ijinet un delenn geltiek gant ur skeul-gan
glok, ar pezh a zo aesoc'h evit seniñ
muzik gant skeulioù liesseurt.War
ar bladenn-mañ , "l'écornifleur"
, eo aet François da dapout
(ar pezh a ra un "écornifleur"
) ul lodenn eus e awen e meur a vro
geltiek hag ul lodenn all en e faltazi.
Miz
du 2007
Sans Sommeil
Sans
sommeil (Coop Breizh) zo ur bladenn
savet gant "Régis Huiban
quartet". Gant ar strollad Kof
a kof eo bet brudet Régis Huiban
hag e "vouest an diaoul".
Pell war-zu gwriziennoù o yaouankiz
eo bet ar wech-mañ asambles
gant Philippe Gloaguen (gitar), Julien
le Mentec (gourrebed), Loic Larnicol
(tamboulinoù).Pedet eo bet
ar vuzisianed evit ar bladenn-mañ.
Kregiñ a ra ul lodenn vat eus
an tonioù gant ur pennad enrollet
e-touesk tud eus ar vro hag e talc'h
da vont gant ar pezh o deus ijinet.
Ur album kaer ha plijus da selaou
evit ar re a a soñj dezho bezañ
modern na dalvez ket disonjal an amzer
tremenet.
Miz
gwengolo 2007
Toud' sames - An den dilabour
An
den dilabour eo pladenn ziwezhañ
bet savet gant ar strollad "toud'
sames". Brudet-tre eo an holl
vuzisianed hag ar c'haner Lors Jouin.
Ur souezh eo pegen dous eo ar meskaj
binviji hag int c'hoariet en un doare
soutil-tre : guitar boud, binvioù
taos, fleüt. An testennoù
diwar-benn darvoudoù ar vuhez
a zo don, kaer, leun a furnez hag
a breder.
Miz
gouere 2007
Plantec - A-raok
War
ar bajenn internet da ginnig da strollad
Plantec (gant My Space) e vez diskrivet
e-giz-se ar strollad : Rock keltiek
elektro breizhek. Gwir eo, eo bet
pinvidikaet sonerezh Plantec gant
samploù (M-Kanik) ha gant kan
dreist holl (Mael Lhopiteau). Gwelet
vez mat ur strollad o vont war-raok,
dre hentoù arzel nevez : Gant
ma pado!
Miz genver
2007
Yann-Fañch
Kemener - Dialogues
Tri fal, tri c'hoant a oa ganet e
penn Yann-Fañch Kemener evit
sevel e bladenn ziwezhañ "Dialogues".
Peogwir e oa o krouiñ gant
ar gourrebedour Aldo Ripoche hag ar
sonerez piano Florence Pavie en doa
c'hoant da gemmeskañ o zeir
gwirionez , o zri benveg, o zeir amzer.
C'hoant en doa da lakaat asambles
ar skridoù hag ar c'homzoù,
resister ar sonaozadur, an adskrivañ
ha gwevnder krouadennoù ar
bobl . E-giz-se e soñje dezhañ
gellet sevel un oberiadenn a-vremañ
ha doujus ouzh an holl.
Miz gwengolo
2006
Lammat
Anavezet mat eo Soig Siberil, ur mailh
war ar gitar. Gwelet vez war leurennoù
ar vro abaoe un ugent vloaz bennak.
Blaz e bladenn nevez "lammat"
a zo ur meskaj etre sonerezh akoustek
ha sonioù elektro a-drugarez
da baotred strollad Abstrackt Keal
Agram. Selaouit an Ton "Gollodi"
ha ne veoc'h ket dipitet.
Miz even
2006
Alan Stivell
War
c'horre ar bladenn gentañ warn-ugent
kinniget deomp gant Alan Stivell bar-mare-mañ
e c'heller kaout ur meskaj keltiek,
elektro, ragga, hip hop, ha sonerezh
Reter Europa. Gant samploù
ha loopsoù an elektro diazez-se
e talc'h Alan Stivell da sevel sonerezh,
levezonet mat gant ar bed a-vremañ.
Miz c'hwevrer
2006
Paskal Lamour
Yer
mat, pladenn ziwezhañ Paskal
Lamour a raio deoc'h beajiñ
e-barzh e ved pinvidik-mor, e formulennoù
alchimier : emañ okupet bras
o sevel e Oberenn wenn. Klavieroù,
kan, programoù e urzhiataeroù,
harmonika, gitar-klevet, binvioù
a-bep-seurt mesklet brav gant un awen
dic'hortoz: amañ emañ
rekipe kuzh hor Shaman... Tud a zo
dija a zo bet bamet ha labouret o
deus asambles gant Paskal: Bagad Rosed
Mor, Dom Duff, Ffran May hag Abdou
Kamal.
Miz genver
2006
Awen Magic Land
Pa
'n eus en em gavet Maria Desbordes
(ezel eus al laz-kana Penn-ar-Bed)
ha Carlos Soto (krouer ar strollad
Celtas Cortos) asambles o deus ganet
ar grouadenn vuzik Awen Magic Land.
Kempennet o deus sonerezh ar Broioù
Keltiek, ijinet o deus arajamantoù
nevez d'ober da Vreizh keja-ouzh Bro
Spagn! Da zizoloiñ buan!
|