Radio Kerne  
Ar radio
Piv omp ni?
Ar Skipailh
An abadennoù
An divskouarn o nijal
Deomp dezhi!
Pop skeud
Tal ar c'hafe
Trouz an tredan
Trouz er gêr
Tud eus ar vro
'Vimp ket gwerzhet
War hentoù Kerne
Eurioù
War eeun
Playlist
Selaou
Dielloù
 
Index > Ar radio > Ar skipailh
 
Selaouit Radio Kerne war Internet, klikit amañ! [lennerioù all]
 
Ar radio
Ar skipailh
Ar gevredigezh
Skoazell

AR SKIPAILH

Ur gevredigezh eo Radio Kerne. Ma faot deoc'h sikour ac'hanomp, kit e darempred gant ar gevredigezh Migoned Radio Kerne. Ma faot deoc'h kemer perzh da vat 'ba buhez ar radio, skrivit da:

4 implijad a labour leun-amzer evit Radio Kerne hag 1 evit ar rouedad radioioù "Brudañ ha Skignañ". Grit anaoudegezh gante !

Solenn Georgeault


Solenn a vez klevet alies war gwagennoù Radio Kerne: evit an abadenn Deomp Dezhi, an abadenn evit ar vugale. Div wech ar sizhun e vez ivez oc'h atersiñ unan bennak evit an abadenn Tal ar C 'hafe. Barrek eo Solenn d'ober ur bern traoù all ivez: stankañ ar voulerez, kas ur faks gant ur biz nemetken pe mont eus Enez Sun da Bariz, ha pelloc'h c'hoazh betek Sao Paolo (dre bellgomz!) evit atersiñ brezhonegerien ...Kit da c'houzout ar pezh a c'hellfe ober gant ur fuzeenn da vont d'al loar…ha d'ar sistemoù all …Diwallit Marsianed!

A-benn nebeut e vo kap Solenn da ginnig keleier evit Breizh a-bezh gras d'ar rouedad "Brudañ& Skignañ": asambles ganti e vo tri c'hazetenner ar radioioù divyezhek all: Arvorig FM, Radio Bro Wened ha Radio Kreizh Breizh.


Lou Millour


Ur bannig avel foll e-barzh an ti, gant ar bidoc'hig-se, deuet eus n'ouzer ket peseurt planedenn: Lou…ur vouezhig raouliet un disterañ, da gas ac'hanomp eus dek eur hanter da greisteiz. Un tamm fent dic'hortoz e-barzh he c'hronikoù "pipaolig" pe people. Goût a ra ivez reiñ deomp da glevet, an tadoù kozh faro, ar mammoù ekolo, ar vugale dirollo, ha sonerezh elektro. Ha peogwir eo barrek da zaremprediñ an dud ha peogwir e plij dezhi mont da zizoleiñ bedoù nevez e tegas Lou reportajoù a-feson, ur wech ar sizhun evit an abadenn An Divskouarn o Nijal. An holl berzhioù mat a zo ganti a ra dezhi bezañ kenurzierez ar skipailh ma'g omp.

Laëtitia Fitamant


Mouezh flour Laëtitia an hini eo a glevit bep mintin o kas keleier an abadenn Tal Ar C'hafe en-dro. Pa vez lod o tebriñ lein, pe o kousket c'hoazh (!), e vez Laëtitia o furchal a-gleiz hag a-zehoù da reiñ da c'houzout deoc'h eus ar pezh a zo c'hoarvezet er vro n'eus ket pell 'zo. Evel-se e ra ivez evit sevel he c'honikoù arbennik pemdeziek. Bep sizhun e kinnig un abadenn War Hentoù Kerne, ha ganti an hini eo e vez nevesaet al lec'hienn-mañ… Ha neuze, petra a vez lâret ? Trugarez!

Gael Hélary


Ne vez ket klevet war ar gwagennoù… Labourat a ra kuzh ha didrouz med a-drugarez dezhañ 'vez sonerezh dispar hag a bep seurt: kelc'hgeriadur ar radio an hini eo, souezhet bras 'vezomp bemdez gantañ… Lâret a raio deoc'h n'eo ket aes plijout d'an holl gant ar sonerezh ho peus dibabet . Hemañ a garfe a-walc'h chom eurvezhioù-pad o tibab sonerezh, trankil en e gorn mes atav 'vez galvet ar paourkaezh evit a bep seurt abegoù:
- Gael, an teknik a ya a-dreuz !
- Gael, sac'het eo ma urzhiataer!
- Gael, n'ouzon ket ober…
Setu hep hon teknikour muiañ karet, Radio Kerne ebet!

Gael Morin


Youl en deus Gael Morin. Eus pell eo deuet da ziorren ha da zifenn hor sevenadur. Bremañ 'vez graet Morineg dioutañ, gant ar re a gred en ober rak tres sirius zo war ar paotr pa vez o prientiñ an abadenn a ginnig bep mintin : Tal Ar C'hafe... Mintin-abred e vez o lakaat ar selaouerien da zihuniñ plijus, hag e Brezhoneg mar plij !! Foetañ a ra bro ivez da brientiñ, ur wech ar sizhun, un abadenn An Divskouarn o Nijal. Ouzhpenn-se eo Gael an hini a vez o pourveziñ al lec hienn vrav-mañ gant dielloù an abadennoù. E ya! Liesseurt eo e labour ha na lârit ket d'an holl met klevit mat : an eil koshañ en ti eo : aet eo en tu all da dregont!

 
 
 
Graet gant Mikael Bodlore-Penlaez ha
Nicolas Gonidec www.antourtan.org
© www.radiokerne.com • 2005-2006
Pep gwir miret strizh Menegoù/lezenn
Gant skoazell:
[Skoazellerien]
 Rannvro BreizhDepartamant Penn-ar-BedAntourtanStaligi comme...  
Radio Kerne 57 straed Laenneg 29710 Ploneiz 02 98 91 05 00 www.radiokerne.com